Me zo ganet e-kreiz ar mor Teir leo er-maez ; Un tiig gwenn du-hont am eus, Ar banal 'gresk e-tal an nor Hag al lann a c'hol' an avaez. Me zo ganet e-kreiz ar mor E bro Arvor.
Ma zad a oa 'el e dadou, Ur martolod ; Bevet en deus kuzh ha diglod - Ar paour ne gan den e glodou - Bemdez-bemnoz ar ar mor blot. Ma zad a oa 'el e dadou Stlejour rouedou.
Ma mamm ivez a labour(a) - Ha gwenn he bleo - Ganti ar c'hwez ar hon talou, Desket em eus, bihanik tra, Medi ha tenni avalou. Ma mamm ivez a labour(a) D'ounit bara.